{#Bzhg} Ar sizhun pasaet eo bet lakaet ar gaoz war ar yec’hed gant RadioBreizh, hag al labour a gouezh war chouk ar bomperien, da heul an diouer a dud a zo o labourat en ospitalioù. Pa vez serret an urjañsoù en un ospital bennak, mod-pe-vod, o deus ezhomm an dud gloazet pe glañv bezañ kaset d’un ospital all, pelloc’h.
Ha gant piv vezont kaset beket an urjañsoù neuze ? Gant ar Sdis, alies. Da lâret eo gant Servij ar bomperien ‘zo arc’hantet gant an departamantoù. Lâret en ur mod all : nebeutoc’h a arc’hant plantet gant ar Stad en ospitalioù lec’hel ar vro a dalv muioc’h a arc’hant hag amzer dispignet gant pomperien an departamant.
Selaouit ouzh Christian Coail, prezidant kuzul departamant Aodoù an Arvor, evit gouzout hiroc’h diwar-benn an afer. Ur pennad-kaoz bet savet gant Gwenvaël Delanoë.
{Fr} Lorsque les urgences ne peuvent plus accueillir de malades ou de blessés, ceux-ci sont transportés vers un autre hôpital. La charge incombe le plus souvent aux pompiers, qui sont financés par le département. Autrement dit, moins d'argent investi par l’État c'est plus de dépenses pour les collectivités.
Pour Radio Breizh, Gwenvaël Delanoë a interrogé Christian Coail, le président du conseil départemental des Côtes-d'Armor, à ce sujet.
(Un entretien réalisé exclusivement en breton.)